Gruppo di famiglia in un interno zo ur film italian renet gant Luchino Visconti, embannet en 1974. C'hoariet eo gant Burt Lancaster, Silvana Mangano, ha Helmut Berger.
E Roma e c'hoarvez, goude 1968. Ur c'helenner stadunanat (Burt Lancaster), un tri-ugent vloaz dezhañ, zo o chom war e leve e-touez e levrioù hag oberennoù arzel, en un ti kozh, e kêr Roma, ur palez kozh e gwirionez, deuet dezhañ a-berzh e vamm italian (Dominique Sanda). Un deiz eo torret peoc'h an ti gant donedigezh ar varkizez Bianca Brumonti (Silvana Mangano), a deu da c'houlenn ar ranndi goullo a-us da hini ar c'helenner evit he serc'heg yaouank Konrad (Helmut Berger). A-benn ar fin, ar varkizez, he merc'h Lietta hag he c'hompagnun, Stefano, ha Konrad, a ra ur seurt tiegezh, hag en desped dezhañ e rank ar c'helenner kozh mont ennañ ivez. A-benn ar fin e kompren eo bet tennet gante eus e vuhez manac'h (pinvidik) da zistreiñ d'ar vuhez ha d'an darempredoù denel. ,
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search